Partager
Version imprimableSend by email

Current Size: 100%

Ober anaoudegezh gant Molan

Plijout a ra din ergerzhet an aod-se eus Kerfani da Drenez ha heuliañ al linennoù piket gant bouc’hal an elfennoù. Amañ e vez selaouet anal ar bed..

Empentiñ a reer ar pobladoù kantreat–se a veve 3000 pe 5000 bloaz a-raok Jezuz-Krist hag a zo bet komzet diwar o fenn gant G. Meurig–Filipon en e levr diwar-benn Molan, « Moëlan en Cornouaille » e anv. Lezet e oa bet an holl roudoù-se gant ar re o doa poblet an tolead gwagennoù hag avel-se araozomp. Digenvez e oa pep tra neuze. 

 

Un nebeudig tud hepken a veve e-barzh foukennoù ha kevioù. Goude-se ez eus an holl aspadennoù a oa bet savet gant an dud-se, strollet e meuriadoù, evel ul luziadell, un tamm e pep lec’h er gumun. Ar mein, anezho peulvanoù ha taolioù-maen, lod anezho gant galloudoù boemus, zo hor memor hag hon arouez a beurbaledezh. Ul liamm eo etre ni ha gourdadelezh an ardremez-se, an natur na c’haller ket doñvaat hag a zo dleet dimp gwareziñ ar c’haerder anezhi hag a vag ac’hanomp bemdez. Amañ eo liammet-strizh an amzer dremenet gant an amzer-vremañ.

 Bruno GENESTE

Barzh ha skrivagner


Emañ Molan, un douar war vord ar Mor Atlantel, en un tolead merket gant ur c’hempouez etre douar ha mor.

Gant 140 km a wenodennoù bale pe MTB da nebeutañ dre ar 4 753 hektar eus hor c’humun o do tro an dud o vale war droad pe war varc’h-houarn da vamañ ouzh ardremezioù an douaroù, ar c’hoadoù pe ar mor.

Eus porzh Bêlon da borzh Brigneo, betek porzh Merien da c’houde, e c’hallo pep hini diskoachañ an ardremezioù liesseurt en ur dremen dre draezhennoù Kerfani ha Trenez, an aspadennoù henoniel, an alezioù-toet hag an taolioù-maen, met ivez e-leizh a chapelioù, feunteunioù ha poulloù-kannañ.

 

page en français